Текстове на песни: Alan Stivell. E Langonned. E Parrez Langonned.
Kenavo ma zad, ma mamm
Kenavo mignoned
Kenavo deoc'h tud yaouank
Eus parrez Langonned
Ne oa ket roet din ar choaz
Dav oa din partiel
Kaset oan war ar mor bras
Kuitaet ma Breizh-Izel
Me oa-me gwall glac'haret
'Vont d'ober ma servij
Lesket 'moa e Langonned
Fleurenn ma yaouankiz
Lesket 'moa e ti he mamm
Ma mestrezig karet
Kaset oan d'an Oriant
Ha du-se oan gwisket
Berv e oa ma daoulagad
An avel oa uhel
Barzh an nenv e oa stered
Daole din sklerijenn
Ma vijen bet e skoliou
'M bije skrivet ul lizher
'Vit kontan ma holl boaniou
Ha ma brasan mizer
Fin oa bet ar beajou
Erru oan me amzer
Digoue'et oan en-dro er vro
Echu oa ma c'honje
An eostig save d'al lein
Ha gane melodi
Kavet din ma Breizh-Izel
Erru oan 'barzh ma zi
Kentan hin' am boa kavet
Oa 'vatezhig vihan
Ha ganti 'm boa goulennet
E-menn 'man 'r plac'h yaouank
'Man-hi du-se 'barzh ar sal vras
E-touez ar yaouankiz
Sonerien ouzh he gortoz
'Vit monet d'an iliz
En ur glevet kement-all
Me oa chomet souezhet
'C'haloupat da benn ker all
Du-se em boa gwelet
Klevet 'peus, kamaraded
Setu aze 'n avis
Ma fell deoc'h bezan touellet
Kit d'ober ho servij
Ha bezet gourc'hemennet
C'hwi holl merc'hed yaouank
'Man doganet ar baotred
'Vont da servij Bro-Frans
(Thanks to gio' for these lyrics)
E Langonned
Stivell, Alan